French (Fr)Brezhoneg (Breizh)

KARAEZ

Straed Jean Monnet
Kerampuilh
29270 KARAEZ
Pgz. 02 98 99 37 50
Plr. 02 98 99 37 52
www.glenmor.fr

Newsletter

Programmation


Receive HTML?

Joomla : Espace Leurenn Glenm

PRIZIOÙ FX

Berradurioù en implij : PB : priz bugale(etre 7 ha 12 vloaz) / PD : priz digresket / PK : priz koumananterien / PL : priz leun

Priz digresket evit ar re a ziskouezo ur brouenn ez int :
tud yaouank dindan 18 vloaz, klaskerien labour, tud a zegemer KKI*, KKO** ha SON***, izili SDAY, skolidi ha kelennerien skol sonerezh ar Poc’hêr, astalerien, izili ar poellgorioù embregerezh kevelerien, an dud zo ganto PAS’ Dudi Poc’hêr kumuniezh, izili ar « Plañchod » evit an abadennoù a vez kenbroduet gant ar Plañchod, strolladoù ouzhpenn 10 den.

* KKI : korvoderioù kenemprañ izek - **KKO : korvoder kengred oberiant - ***SON : skorenn d'an oadourien nammet

MIROUT BILHEDOÙ

El Leurenn Glenmor : D’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e ; 1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù) en deizioù ma vez abadennoù.Ne vez ket miret plasoù ganimp dre bellgomz.

Dre lizher : Merkit anv an abadenn, an niver a blasoù hag ar rummoù prizioù. Kasit ho paeamant d’al Leurenn Glenmor (chekenn war anv al Leurenn Glenmor), gant ur golo-lizher skrivet ho chomlec’h warnañ(anez e vo ar bilhedoù da gemer en degemer da zeiz an arvest), ha gant ur brouenn, diouzh an ezhomm, hoc’h eus gwir da gaout un digresk war ar prizioù.

Lec’hioù gwerzhañ all :

  • Karaez : Stal Leclerc, Leti ”Noz Vad”, Ti-kêr.

  • Rostrenenn : Ti ar C’hazetennoù.

  • Kastell-Nevez-ar-Faou : Ti an Douristed

  • Gourin : Stal Leclerc (rouedad Ticketnet)

  • Rouedadoù bilhederezhioù : Ar rouedadoù Billetel ha Ticketnet (mizoù feurmiñ) : stalioù Fnac, Carrefour, Géant, Virgin, Auchan, Leclerc, Cultura, Cora, http://www.fnac.com/ , http://www.ticketnet.fr/

KOUMANANTIÑ

Digoust eo ar c’houmanant ha war anv un den hepken. Trawalc’h eo deoc’h dibab 3 abadenn da nebeutañ e-touez an dibab abadennoù zo skrivet war ar baperenn goumanantiñ (amañ kevret).

Ar spletoù :
• Digresk etre 2 ha 5 euro dre abadenn.
• Miret ha niverennet eo ho plas el lec’h gwellañ eus ar sal.
• Trepas tremen a-ratozh evit ar goumananterien.En em gavit 15 munut a-raok an abadenn, mar plij.
• Gallout a rit klokaat ho koumanant e-kerzh ar c’houlzad en ur dennañ ho mad eus priz ar goumananterien.
• Kinnig an abadennoù dre bostel.

MAT DA C’HOUZOUT

Digoret e vez dorioù ar sal 20 munut a-raok an abadenn. Dibab a c’haller e blas (nemet ar goumananterien)

LEURENN GLENMOR
Straed Jean Monnet - Kerampuilh - 29270 KARAEZ
Pgz 02.98.99.37.50 - Plr 02 98 99 37 52
Postel : Goudoret eo bet ar chomlec'h-mañ a-enep ar spamoù, gweredekait JavaScript evit e welout

Bilhederezh : d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e ; 1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù a-walc’h).
Burevioù : Eus ar Meurzh d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e

porn